Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 15:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 E-pag ma kinnige Absalom aberzhoù, e kasas da gerc'hat Akitofel ar Gilonat, kuzulier David, eus e gêr a C'hilo. Hag en em reas eno un irienn c'halloudus, hag ar bobl a yae en ur greskiñ e-kichen Absalom.

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 15:12
26 Referencias Cruzadas  

Neuze e voe lavaret ur c'heloù da Zavid: Akitofel a zo e-touez an emsaverien gant Absalom. Ha David a lavaras: Da bediñ a ran AOTROU, disc'hra kuzul Akitofel.


Absalom hag an holl bobl, tud Israel, a yeas e Jeruzalem, hag Akitofel a oa gantañ.


Absalom hag holl dud Israel a lavaras: Kuzul Hushai an Arkiad a zo gwelloc'h eget kuzul Akitofel. Rak an AOTROU en doa divizet lakaat da gouezhañ kuzul Akitofel, hag a oa mat, evit ma teuio an droug war Absalom.


Akitofel, o welout ne oa ket graet ar pezh en doa aliet, a zibras e azenn, a savas hag a yeas d'e di en e gêr. Goude m'en doe lakaet urzh en e di, en em grougas hag e varvas. Hag e voe sebeliet e bez e dad.


Elifeled mab Akasbai mab da ur Maakatian, Eliam mab Akitofel ar Gilonad,


Hag ec'h embannjont ur yun hag e lakajont Nabod e penn ar bobl.


Hag e skrivas el lizheroù ar gerioù-mañ: Embannit ur yun ha lakait Nabod e penn ar bobl.


Akitofel a oa kuzulier ar roue; Hushai an Arkian a oa mignon ar roue;


An den zoken, hag e oan e peoc'h gantañ, an hini en doa va fiziañs hag a zebre bara ganin, en deus savet e droad em enep.


Ur gwall bennak a bouezh warnañ, setu eñ gourvezet, emezo, ha ne adsavo ken.


Aberzh ar re zrouk a zo un euzhusted evit an AOTROU, met pedenn an dud reizh a zo plijus dezhañ.


Aberzh ar re zrouk a zo un euzhusted, pegen muioc'h pa zegasont anezhañ gant mennadoù fall!


Petra am eus d'ober gant an ezañs eus Seba hag ar gorzenn frondus eus ur vro bell? Ho loskaberzhoù ne blijont ket din ha ne gavan ket dereat hoc'h aberzhoù.


Balaam a lavaras da Valag: Sav din amañ seizh aoter, kempenn din seizh kole ha seizh tourz.


E ren a reas da bark Zofim war-lein ar Pisga. Sevel a reas seizh aoter hag e kinnigas ur c'hole hag un tourz war bep aoter.


Balag a reas evel m'en doa lavaret Balaam, hag e kinnigas ur c'hole hag un tourz war bep aoter.


Ne gomzan ket ac’hanoc’h holl. Gouzout a ran ar re am eus dibabet. Met ret eo d’ar Skritur bezañ peurc’hraet: An hini a zebr bara ganin en deus savet e droad em enep.


Disklêriañ a reont anavezout Doue, met e zinac’h a reont dre o oberoù, o vezañ euzhus, disent, didalvez e-keñver pep ober mat.


Goshen, Holon, Gilo. Ar c'hêrioù-se: unnek, gant o c'hêriadennoù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos