5 Ar roue a lavaras dezhi: Petra ac'h eus? Hag e respontas: Me a zo ur vaouez intañvez, va fried a zo marv.
Doue a glevas mouezh ar bugel, hag ael Doue a c'halvas Agar diouzh an neñv hag a lavaras: Petra ac'h eus Agar? Na'z pez ket aon, rak Doue en deus klevet mouezh ar bugel aze, el lec'h m'emañ.
Sevel a reas hag ez eas kuit. Hag e kuitaas he gouel hag e wiskas he dilhad intañvez.
Maouez Tekoa a gomzas eta ouzh ar roue, hag a gouezhas, he dremm d'an douar, a stouas, hag a lavaras: O roue, ro din sikour!
Da servijerez he doa daou vab a zo en em gannet er parkeier, ha ne oa den evit o herzel. Unan en deus skoet war egile hag en deus e lazhet.