Neuze e lavaras d'e servijerien: Gwelout a rit park Joab a zo e-kichen va hini. Heiz a zo ennañ; kit ha c'hwezhit an tan ennañ. Ha servijerien Absalom a lakait an tan er park-se.
Absalom a respontas da Joab: Setu, kaset em eus da lavarout dit: Deus amañ, ha me az kaso da gavout ar roue evit ma lavari dezhañ: Perak ez on distroet eus Geshur? Gwelloc'h e vefe din bezañ c'hoazh eno. Bremañ eta, ra welin dremm ar roue; ha ma'z eus drougiezh ennon, em lakaio d'ar marv.