Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 14:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Kae da gavout ar roue, ha komz outañ en doare-mañ. Joab a lakaas en he genoù ar c'homzoù he doa da lavarout.

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 14:3
9 Referencias Cruzadas  

Ar roue a lavaras: Ha n'eo ket Joab a ra dit ober kement-mañ? Ar vaouez a respontas o lavarout: Da ene a zo bev, o roue va aotrou! N'oufen treiñ nag a-zehou nag a-gleiz eus kement en deus lavaret ar roue va aotrou. Rak da servijer Joab eo en deus roet urzhioù din, hag en deus lakaet e genoù da servijerez an holl gomzoù-mañ.


Maouez Tekoa a gomzas eta ouzh ar roue, hag a gouezhas, he dremm d'an douar, a stouas, hag a lavaras: O roue, ro din sikour!


Hag e rois urzhioù dezho evit Iddo, ar penn a oa e Kasifia, hag e lakais en o genoù ar pezh o doa da lavarout da Iddo ha d'e vreudeur, an Netiniz a oa e Kasifia, evit ma kasfent tud deomp evit ar servij e ti hon Doue.


Komz a ri eta outañ hag e lakai ar c'homzoù en e c'henoù; ha me a vo gant da c'henoù ha gant e hini, hag e kelennin deoc'h ar pezh a zleot ober.


Lakaet em eus va c'homzoù ez kenoù, da c'holoet em eus gant skeud va dorn, evit plantañ an neñvoù ha diazezañ an douar, evit lavarout da Sion: Te eo va fobl!


Hag evidon-me setu an emglev a rin ganto, eme an AOTROU, va Spered hag a zo warnout ha va c'homzoù am eus lakaet ez kenoù, ned aint ket kuit eus da c'henoù nag eus genoù da lignez, nag eus genoù lignez da lignez, eme an AOTROU, adalek bremañ ha da viken.


Hag an AOTROU a astennas e zorn hag a stokas ouzh va genoù. Hag an AOTROU a lavaras din: Setu, lakaet em eus va c'homzoù ez kenoù.


An AOTROU a lakaas ur gomz e genoù Balaam hag a lavaras: Distro da gavout Balag ha komz evel-henn.


Me a savo dezho ur profed eveldout a-douez o breudeur, hag e lakain va c'homzoù en e c'henoù, hag e lavaro dezho kement a gemennin dezhañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos