Hag Absalom a dec'has kuit. An den yaouank a oa gedour a savas e zaoulagad hag a sellas: setu tud e-leizh a oa o tont war an hent a-dreñv dezhañ, war gostez ar menez.
Evel ma echue da gomz, e voe gwelet mibien ar roue oc'h erruout, hag e savjont o mouezh hag e c'harmjont. Ar roue ivez hag e holl servijerien a ouelas dourek.