Mibien Jakob a zistroas eus ar parkeier pa glevjont kement-se. Ar re-mañ a voe gwall c'hlac'haret ha droug enno eus an dra vezhus en doa graet Sichem da Israel o kousket gant merc'h Jakob, ar pezh ne oa ket d'ober.
dre ma o deus graet traoù euzhus en Israel, avoultret o deus gant gwragez o nesañ, lavaret o deus em anv gevier na'm boa ket gourc'hemennet dezho. Me a oar kement-se, ha me eo an test, eme an AOTROU.
Mar kemer un den e c’hoar, merc’h e dad pe merc’h e vamm, ha ma wel he noazhder, ha ma hi a wel e noazhder, ur vezh eo; lamet e vint kuit dirak daoulagad mibien o fobl; dizoloet en deus noazhder e c’hoar, dougen a raio e zireizhder.
e tegasint ar plac'h yaouank ouzh dor ti he zad, hag e veinataio anezhi tud kêr, hag e varvo, rak graet he deus un euzhusted en Israel, o c'hastaouiñ e ti he zad. Evel-se e vo lamet an droug diouzh Israel.
an den en devo kousket ganti a roio da dad ar plac'h yaouank hanter-kant sikl arc'hant, hag e vo e wreg, dre m'en devo he dismegañset, ha ne c'hello ket he c'has kuit e-keit ha ma vevo.
An den, mestr an ti, a yeas er-maez d'o c'havout hag a lavaras dezho: Nann, va breudeur, na rit ket an droug me ho ped, pa'z eo deuet an den-se em zi, na rit ket ar fallagriezh-se.
Tapet em eus va serc'h, he lakaet a-dammoù, ha kaset em eus anezho dre holl zouaroù hêrezh Israel, rak graet o deus un torfed hag ur fallagriezh en Israel.