Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 12:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Neuze fulor David en em danas a-enep an den-se. Hag e lavaras da Natan: An AOTROU a zo bev! An den en deus graet kement-se a zo din a varv.

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 12:5
10 Referencias Cruzadas  

Erruout a reas penaos, war-dro tri miz goude, e voe roet keloù da Juda, o lavarout: Tamar, da verc'h-kaer, a zo en em roet d'ar gasterezh ha zoken setu, he deus koñsevet eus he gasterezh. Ha Juda a lavaras: Lakait anezhi da vont er-maez, ma vo devet.


Hag e teuas ur beajour da di an den pinvidik, hag hemañ a espernas e ejened hag e zeñved, ha n'aozas ket unan anezho evit ar beajour a oa deuet d'e di. Met kemer a reas dañvadez an den paour, hag ec'h aozas anezhi evit an den a oa deuet d'e di.


Ar roue a lavaras d'ar vaouez: Kae da'z ti, me a roio urzhioù diwar da benn.


Hogen Jezuz a zistroas hag a c’hourdrouzas anezho, o lavarout: N’ouzoc’h ket eus peseurt spered oc’h buhezet,


Te eta, o den, piv bennak ez out pa varnez, te a zo dibardon, rak, o varn ar re all, e varnez da-unan, peogwir te a varn hag a ra an hevelep traoù.


rak an AOTROU a zo bev, eñ hag a zieub Israel; pa vefe graet kement-se gant va mab Jonatan zoken, a-dra-sur e varvo! Eus an holl bobl, den ne respontas dezhañ.


Rak e-keit ha ma vevo mab Jese war an douar, ne vi biken divrall, na te na da rouantelezh. Bremañ eta kas d'e gerc'hat ha degas-eñ din, rak din eo a varv.


Ar pezh ac'h eus graet n'eo ket mat. An AOTROU a zo bev! Dre ma n'hoc'h eus ket diwallet ho mestr, olevad an AOTROU , e tellezit ar marv. Ha bremañ sell pelec'h emañ goaf ar roue, hag ar pod dour a oa e-kichen e benn.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos