Ar bloaz war-lerc'h, d'ar c'houlz ma'z a er-maez ar rouaned, David a gasas Joab, ha gantañ e servijerien hag holl Israel, da zistrujañ bro mibien Ammon ha da sezizañ Rabba. Met David a chomas e Jeruzalem.
evit ma teuzo ar c'halonoù ha ma kresko ar c'houzañverien e-kichen an holl zorojoù. Kemeret em eus ar c'hleze gourdrouzus. A! Graet eo evit luc'hediñ, lemmet eo evit lazhadegañ.
Og, roue Basan, a oa e-unan manet e dilerc'h ar Refaim. E wele a oa ur gwele houarn, ha n'emañ ket e Rabbad e-touez mibien Ammon? E hirder a zo nav ilinad, e ledander pevar ilinad, a ilinad den.