2 Samuel 12:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
22 Hag e lavaras: Pa oa c'hoazh bev ar bugel, yunet ha gouelet em eus, rak lavarout a raen: Piv a oar ha n'en devo ket an AOTROU truez ouzhin, ha ne vevo ket ar bugel?
E servijerien a lavaras dezhañ: Petra eta a rez? Yunet ha gouelet ec'h eus abalamour d'ar bugel pa oa c'hoazh bev, ha pa'z eo marv ar bugel e savez hag e tebrez boued?
hag e lavaras: O AOTROU, az pez soñj em eus kerzhet dirak da zremm gant fealded hag eeunded a galon, hag em eus graet ar pezh a zo dereat da'z taoulagad! Hag Ezekiaz a skuilhas daeroù e-leizh.
Kae ha lavar da Ezekiaz: Evel-henn e komz an AOTROU, Doue David da dad: Klevet em eus da bedenn, gwelet da zaeroù, setu e lakaan pemzek vloavezh ouzhpenn war da zeizioù.