2 Samuel 12:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
10 Ha bremañ ar c'hleze ne bellaio biken diouzh da di, dre ma ec'h eus disprizet ac'hanon, ha ma ec'h eus kemeret gwreg Uri an Hitit evit ma vefe da wreg.
Neuze ar roue a voe glac'haret; pignat a reas d'ar gambr uhel a-us d'an nor, hag e ouele, hag en ur gerzhout e lavare: Va mab Absalom! Va mab! Va mab Absalom! Perak n'on ket marvet va-unan ez lec'h! Va mab Absalom! Va mab!
dre m'en doa graet David ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU, hag e-pad e holl vuhez ne zistroas ket eus kement en doa gourc'hemennet, nemet en afer Uri an Hitit.
met e-pad ur miz leun, betek ma teuio er-maez eus ho tivfron ha ma viot stamouzet gantañ, dre ma hoc'h eus disprizet an AOTROU a zo en ho touez ha ma hoc'h eus gouelet dirazañ o lavarout: Perak omp aet kuit eus an Ejipt?
Den ebet ne c’hell servijañ daou vestr, rak, pe e kasaio unan hag e karo egile, pe en em stago ouzh unan hag e tisprizo egile. Ne c’hellit ket servijañ Doue ha Mammon.
Setu perak e lavar an AOTROU Doue Israel: Disklêriet em eus e kerzhje da di ha ti da dad dirazon da viken. Met bremañ e lavar an AOTROU: Pell diouzhin! Rak enoriñ a rin ar re a enor ac'hanon, met ar re am dispriz a vo disprizet.