2 Samuel 11:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
24 Ar waregerien o deus tennet war da servijerien diwar krec'h ar voger, hag ez eus servijerien ar roue hag a zo marvet; da servijer Uri an Hitit a zo marv ivez.
Ar c'hannad a lavaras da Zavid: An dud-se a zo en em ziskouezet kreñvoc'h egedomp, hag a zo deuet a-enep deomp war ar maez, met o bountet hon eus betek toull dor kêr.
David a lavaras d'ar c'hannad: Evel-henn e lavari da Joab: Na vez ket chalet gant-se, rak ar c'hleze a zebr a-wechoù unan, a-wechoù egile. Kresk ar brezel a-enep kêr, ha distruj anezhi. Ha te, kennerzh anezhañ!
David a gomzas da Akimelek an Hitit ha da Abishai mab Zeruja ha breur Joab, hag a lavaras: Piv a ziskenno ganin da gavout Saül d'ar c'hamp? Hag Abishai a respontas: Me a ziskenno ganit.