Me a gomz gantañ genoù ouzh genoù en un doare sklaer, neket dre gomzoù kevrinus, skeud an AOTROU a wel. Perak n'hoc'h eus ket bet aon o komz a-enep va servijer, a-enep Moizez?
dreist-holl ar re a gerzh hervez ar c’hig e c’hoantidigezh an hudurniezh hag e dispriz ar galloud. Rok hag hardizh, e tismegañsont hep aon ar gloarioù,
Samuel a gemeras ur vured eoul, a skuilhas war benn Saül, hag e pokas dezhañ, hag e lavaras: An AOTROU , ha n'en deus ket da olevet evit bezañ rener war e hêrezh?
Setu-me amañ. Roit testeni a-enep din dirak an AOTROU ha dirak e olevad. Digant piv em eus kemeret an ejen? Digant piv em eus kemeret an azen? Ouzh piv em eus graet gaou? Piv am eus gwasket? Eus dorn piv em eus kemeret ur prof evit serriñ va daoulagad warnañ? Daskoriñ a rin deoc'h.
Sell, va zad, sell ouzh pastell da vantell a zo em dorn. Peogwir em eus troc'het pastell da vantell ha ne'm eus ket lazhet ac'hanout, gouez hag anavez n'eus ennon na drougiezh na dislealded, ha ne'm eus ket pec'het a-enep dit. Ha te a red war-lerc'h va ene evit e dapout!
hag e lavaras d'e dud: Ra ziwallo an AOTROU ac'hanon d'ober a-enep va aotrou, a-enep olevad an AOTROU , un dra evel astenn va dorn warnañ! Rak olevad an AOTROU eo.
met ra viro an AOTROU ac'hanon da lakaat va dorn war olevad an AOTROU! Met kemer bremañ mar plij ar goaf a zo e-kichen e benn hag ar pod dour, ha deomp kuit.
Neuze Saül a lavaras d'an hini a zouge e armoù: Tenn da gleze ha trebarzh-me, gant aon na zeufe an diamdroc'hidi-se da zrougober ouzhin. Met an hini a zouge e armoù ne fellas ket dezhañ, rak spouronet e oa. Saül a gemeras e gleze hag en em daolas warnañ.