2 Rouned 9:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
2 Pa vi erru eno, sell e-lec'h ma vo Jehu mab Jozafad mab Nimshi. Goude, kae d'ober dezhañ sevel e-touez e vreudeur, ha laka anezhañ da vont en ur gambr kuzhet.
An nemorant a dec'has da gêr Afek, e-lec'h ma kouezhas ar voger war seizh mil den warn-ugent a oa manet eno. Ben-Hadad ivez a dec'has hag a yeas da gêr, e-lec'h ma kuzhas a gambr da gambr.
Neuze Jehu a yeas etrezek servijerien e aotrou. Hag e voe lavaret dezhañ: Ha mont a ra mat pep tra? Perak eo deuet an diskiant-se da'z kavout? Respont a reas: Anavezout a rit mab-den hag e gomzoù.
Ar gward a roas keloù o lavarout: Aet eo betek enno, ha ne zistro ket. An doare da vleinañ a zo heñvel ouzh hini Jehu mab Nimshi, rak bleinañ a ra gant buander.
Pa voe erru eno, pennoù an arme a oa azezet, hag e lavaras: Me am eus da gomz ouzhit, kabiten! Ha Jehu a lavaras: Da behini ac'hanomp-holl? Hag e lavaras: Dit-te kabiten!