Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Rouned 4:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Hag hi a lavaras d'he gwaz: Setu, gouzout a ran ez eo un den santel a Zoue, an hini a zeu dalc'hmat d'hon ti.

Ver Capítulo Copiar




2 Rouned 4:9
14 Referencias Cruzadas  

Setu, un den Doue a zeuas eus Juda da Vetel, a-berzh komz an AOTROU, e-pad ma en em zalc'he Jeroboam ouzh an aoter evit lakaat da vogediñ.


Hi a lavaras da Elia: Petra a zo etre me ha te, den Doue? Ha deuet out da'm zi evit degas din soñj eus va drougiezh, hag evit lakaat va mab da vervel?


Ar vaouez a lavaras da Elia: Anavezout a ran bremañ ez out un den Doue, hag ez eo ar wirionez komz an AOTROU ez kenoù.


Neuze e teuas da zisklêriañ kement-se da zen Doue, a lavaras: Kae da werzhañ an eoul ha pae da zle; te ha da vibien a vevo gant an nemorant.


Met un den a Zoue a zeuas d'e gavout hag a lavaras: O roue! Ra ne gerzho ket ganit arme Israel, rak n'emañ ket an AOTROU gant Israel, gant holl vibien Efraim-se.


Ra lugerno evel-se ho sklêrijenn dirak an dud, evit ma welint ho madoberoù ha ma teuint da reiñ gloar d’ho Tad a zo en neñvoù.


Moizez, den Doue, a vennigas mibien Israel dre ar vennozh da heul, kent mervel.


Testoù oc’h ha Doue ivez, pegen santel, pegen reizh ha pegen didamall ez omp en em renet en ho keñver-c’hwi ar re a gred.


Met te, den Doue, tec’h diouzh an traoù-se ha klask ar reizhder, an doujañs-Doue, ar feiz, ar garantez, ar basianted, an douster.


met er c’hontrol, degemerus, o karout an dud vat, diazez, reizh, santel, habask,


En hevelep doare, gwragez, sentit ouzh hoc’h ezhec’h hoc’h-unan, evel-se mar d-eus hiniennoù na sentont ket ouzh ar ger, e vint gounezet hep ar ger dre gundu o gwragez,


rak ar brofediezh n’eo ket bet degaset gwechall dre volontez an den, met tud santel Doue o deus komzet renet gant ar Spered-Santel.


evit ma ho po soñj eus ar gerioù a zo bet lavaret diaraok gant ar brofeded santel, hag eus hor gourc’hemenn-ni ebestel an Aotrou ha Salver.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos