Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Rouned 2:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Mibien ar brofeded a oa e Betel a zeuas da gavout Elizea, hag e lavarjont dezhañ: Ha gouzout a rez ez a hiziv an AOTROU da lemel da vestr a-us da'z penn? Hag e lavaras: Gouzout a ran, chomit peoc'h.

Ver Capítulo Copiar




2 Rouned 2:3
17 Referencias Cruzadas  

rak pa zistrujas Jezabel profeded an AOTROU, Abdia a gemeras kant profed hag o c'huzhas, hanter-kant en ur c'hev hag hanter-kant en unan all, hag o magas gant bara ha dour.


Neuze un den a-douez mibien ar brofeded a lavaras d'e genseurt, war urzh an AOTROU: Sko warnon, mar plij! Met ne fellas ket dezhañ skein warnañ.


Pa welas anezhañ mibien ar brofeded a oa e Jeriko, a-dal, e lavarjont: Emañ bremañ spered Elia war Elizea. Hag e teujont en arbenn dezhañ, hag e stoujont d'an douar dirazañ.


Mibien ar brofeded a oa e Jeriko a dostaas ouzh Elizea, hag e lavarjont dezhañ: Ha gouzout a rez ez a hiziv an AOTROU da lemel da vestr a-us da'z penn? Hag e lavaras: Gouzout a ran, chomit peoc'h.


Hanter-kant den a-douez mibien ar brofeded a zeuas hag en em zalc'has pell a-dal. O-daou a chomas en o sav e-kichen ar Jordan.


Un intañvez, a-douez gwragez mibien ar brofeded, a grias da Elizea o lavarout: Da servijer va gwaz a zo marv, ha gouzout a rez penaos e touje da servijer an AOTROU. Hag ar c'hredour a zo deuet da gemer va daou vugel, evit ma vint sklaved.


Elizea a zistroas da C'hilgal. Bez' e oa un naonegezh er vro. Mibien ar brofeded a oa azezet dirazañ, hag e lavaras d'e servijer: Laka ar pod bras, ha poazh ur soubenn evit mibien ar brofeded.


Hag e respontas: Mont a ra mat pep tra! Va mestr am c'has da lavarout dit: Setu, deuet eo en eur-mañ, eus menez Efraim, daou zen yaouank a-douez mibien ar brofeded. Ro dezho, mar plij, un talant arc'hant ha daou zilhad nevez.


Mibien ar brofeded a lavaras da Elizea: Setu, al lec'h ma'z omp azezet dirazout a zo re enk evidomp.


Ar profed Elizea a c'halvas unan eus mibien ar brofeded hag a lavaras dezhañ: Gouriz da zivgroazell, kemer ez torn ar vuredad eoul-mañ, ha kae da Ramod-Galaad.


Setu-me amañ, me hag ar vugale a zo bet roet din gant an AOTROU; ni a zo sinoù ha diouganoù en Israel, a-berzh AOTROU an armeoù a zo o chom war Venez Sion.


Amoz a respontas da Amazia o lavarout: Ne oan na profed na mab profed, met ur mêsaer hag un dastumer fiez gouez;


Me a zo Yuzev, ganet e Tars e Kilisia, met savet on bet er gêr-mañ ouzh treid Gamaliel ha desket gant rusted e lezenn hon tadoù, o vezañ gredus evit Doue evel m’emaoc’h-c’hwi holl hiziv.


Ya, karout a ra ar pobloù, e holl sent a zo ez torn. En em zalc'het int ouzh da dreid, resevet o deus da gomzoù.


Goude-se e teui da C'hibea-Elhoim, el lec'h emañ gwarded ar Filistined, hag e c'hoarvezo, pa'z i e kêr, ma en em gavi gant ur vandenn brofeded o tiskenn eus an uhellec'h, o kaout ul lourenn, un daboulin, ur fleüt hag un delenn en o raok, hag e vint o profediñ.


Saül a gasas tud da dapout David, hag e weljont ur vodadeg brofeded o profediñ, ha Samuel en e sav a rene warno. Spered Doue a zeuas war ar re gaset gant Saül, hag e profedjont ivez.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos