Akazia roue Juda a welas kement-se, hag e tec'has dre hent ti al liorzh. Met Jehu a redas war e lerc'h hag a lavaras: Skoit warnañ ivez en e garr! Hag e c'hoarvezas kement-se e savenn Gur e-kichen Jibleam. Akazia a dec'has da Vegiddo, hag e varvas eno.
Setu, evel ul leon, e pign eus ribloù lorc'hus ar Jordan a-enep an annez kreñv. A-daol-trumm e lakain Edom da redek diwarnañ, hag e lakain warnañ an hini am eus dibabet. Rak piv a zo heñvel ouzhin? Piv a roio urzhioù din? Piv eo ar mesaer a zalc'ho dirazon?
Pe piv eo ar roue, mar d-a en hent evit ober brezel d’ur roue all, ne azez ket da gentañ d’en em c’houlenn hag eñ e c’hell gant dek mil den mont da ziaraogiñ an hini a zeu a-enep dezhañ gant ugent mil?