2 Bremañ, adalek m'en em gavo al lizher-mañ ganeoc'h, c'hwi hag hoc'h eus mibien ho mestr ganeoc'h, kirri, kezeg, kreñvlec'h hag armoù,
gwelit piv, a-douez mibien ho mestr, a zo an hini gwellañ hag a zere deoc'h ar muiañ, lakait anezhañ war dron e dad, ha stourmit evit ti ho mestr.
Hag e teuas da gavout roue Israel gant al lizher, e-lec'h ma oa lavaret: Bremañ, pa en em gavo al lizher-mañ ganit, e ouezi em eus kaset dit Naaman va servijer, evit ma yac'hai anezhañ eus e lorgnez.