Salomon a savas an ti d'an AOTROU pevar c'hant pevar-ugent vloaz goude ma voe mibien Israel aet kuit eus bro Ejipt, er pevare bloaz eus ren Salomon war Israel, da viz Ziv, a zo an eil miz.
Salomon a stagas da sevel ti an AOTROU e Jeruzalem, war Venez Moria a oa bet diskouezet da Zavid e dad, el lec'h end-eeun kempennet gant David, war leur Ornan ar Jebuzad.