Salomon a glaskas lakaat d'ar marv Jeroboam, met Jeroboam a savas hag a dec'has d'an Ejipt e-kichen Shishak roue an Ejipt, hag e chomas en Ejipt betek marv Salomon.
Diwar-benn nemorant oberoù Salomon, ar re gentañ hag ar re ziwezhañ, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr Natan ar profed, hag e profediezh Akija eus Silo, hag e gweledigezh Jeedo ar gwelour, diwar-benn Jeroboam mab Nebad?