Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Timote 6:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Rak karantez an arc’hant eo gwrizienn an holl drougoù. Hiniennoù o vezañ dalc’het ganti, a zo en em zistroet diouzh ar feiz hag en em daolet o-unan er brasañ poanioù.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

10 Rag ar garantez evit an arc’hant eo ar c’hrizien euz a bep droug; ha darn o veza possedet gant ar garantez‐ze, ho deuz troet kein d’ar feiz, hag a zo en em daolet ho‐unan er poaniou brassa.

Ver Capítulo Copiar




1 Timote 6:10
49 Referencias Cruzadas  

Laban a lavaras: A-dra-sur, te a zo va askorn ha va c'hig. Hag e chomas gantañ e-pad ur miz.


Laban a lavaras: N'eo ket ar c'hiz el lec'h-mañ reiñ an hini yaouankañ a-raok an hini henañ.


Mibien Jakob en em daolas war ar re vloñset hag a breizhas kêr dre ma oa bet dizenoret o c'hoar.


En em zistreiñ a reas d'he c'havout war an hent hag e lavaras: Deus, me az ped, ma'z in ganit. Rak ne ouie ket e oa e verc'h-kaer. Hi a lavaras: Petra a roi din evit dont ganit?


Shimei a savas hag a zibras e azen, hag e yeas da C'had da gavout Akish, da glask e servijerien. Shimei a yeas eta, hag e tegasas gantañ e servijerien eus Gad.


Lorgnez Naaman a stago ouzhit hag ouzh da lignez da viken. Gehazi a yeas kuit a-zirazañ, gwenn gant al lorgnez evel erc'h.


Kalz a c'hlac'har a dapo an den fall, met ar c'hras a zo war-dro an hini a fiz en AOTROU.


Ar re vihan n'int nemet netra, ar re vras n'int nemet gaou. Lakaet er valañs, e vefent holl asambles skañvoc'h eget an netra zoken.


Evel-se emañ gwenodennoù an hini a c'hoanta ar gounid dizonest, hag a gollo ene ar re a yelo war e lerc'h.


Ra zebrint eta frouezh o hent, ha r'o devo o gwalc'h eus o c'huzulioù o-unan,


An hini a zo en em roet d'ar gounid dizonest a drubuilh e di, met an hini a gasa an donezonoù a vevo.


Ha piv a oar hag-eñ e vo fur pe diskiant? Koulskoude e vo mestr war va holl labour ez on en em roet dezhañ, ha war ar pezh am eus graet gant furnez dindan an heol. Kement-se ivez a zo avel.


da briñsed a zo disent ha kenseurted laeron; holl e karont an donezonoù hag e redont war-lerc'h ar goproù, ne roont ket e wir d'an emzivad, kaoz an intañvez ne zeu ket betek enno.


Chas lontek ez int, ne c'hellont ket bezañ leuniet, mesaerien n'ouzont ket kompren, heuliañ a reont holl o hent o-unan, troet pep hini etrezek e c'hounid, betek an hini diwezhañ,


Hag e tizenorfec'h ac'hanon e-kichen va fobl evit dornadoù heiz hag evit tammoù bara, o lakaat da vervel eneoù na zleont ket mervel, hag o lakaat da vevañ eneoù na zleont ket bevañ, en ur douellañ evel-se va fobl a selaou ar gaou?


Ur gopr a vez roet d'an holl c'histi, met te ac'h eus roet profoù da'z holl amourouzien; graet ec'h eus roioù dezho, evit ma teujent a bep tu da'z kavout evit da c'hastaouerezh.


degemeret eo bet donezonoù en da greiz evit skuilhañ gwad, kemeret ac'h eus kampi hag uzurerezh, diwisket ac'h eus da nesañ gant feulster, ha me, va ankounac'haet ec'h eus, eme an Aotrou AOTROU.


He fennoù a varn evit profoù, hec'h aberzhourien a gelenn evit ur gopr, he frofeded a ziougan evit arc'hant, hag en em harpont war an AOTROU o lavarout: Ha n'emañ ket an AOTROU en hon touez? Ar gwalleur ne zeuio ket warnomp!


Piv eo an hini ac'hanoc'h a serro an dorojoù, evit na vo enaouet ken en aner an tan war va aoter? Ne'm eus plijadur ebet ennoc'h, eme AOTROU an armeoù, ha ne blij din prof ebet eus ho taouarn.


An hini en deus degemeret an had e-touez an drein, eo an hini a glev ar ger, met prederioù ar bed-mañ ha tromplerezh ar pinvidigezhioù a voug ar ger hag e laka difrouezh.


Gwalleur deoc’h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma serrit rouantelezh an neñvoù ouzh an dud, n’oc’h ket hoc’h-unan aet e-barzh, hag hoc’h eus c’hoazh harzet da vont e-barzh ar re a garje bezañ aet.


Na zastumit ket deoc’h teñzorioù war an douar, e-lec’h ma’z int distrujet gant ar preñved ha gant ar mergl, hag e-lec’h ma toull al laeron ha ma skrapont,


met prederioù ar bed-mañ, tromplerezh ar pinvidigezhioù ha c’hoantoù a bep seurt evit an traoù all o tont warno a voug ar ger hag e teu da vezañ difrouezh.


Ne wei ket ar barnedigezhioù, ne ri van eus diavaez an dud, ne zegemeri ket donezonoù, rak an donezonoù a zall daoulagad ar re fur hag a vrein komzoù ar re reizh.


Ne zegasi ket e ti an AOTROU da Zoue gopr ur c'hast na priz ur c'hi evit gouestl ebet, rak o-daou a zo un euzhusted dirak an AOTROU da Zoue.


Lakait eta da vervel en hoc’h izili ar pezh a zalc’h d’an douar, ar c’hadaliezh, an hudurniezh, an drouksoñjoù, an droukc’hoantoù, ar pizhoni a zo idolerezh,


nann techet d’ar gwin, na taer, na douget d’ar gounid dizonest, met habask, pell eus an tabutoù, hep pizhoni,


hiniennoù o vezañ hec’h anzavet a zo en em zistroet diouzh ar feiz. Ar c’hras ra vo ganit! Amen.


Met ar re a fell dezho bezañ pinvidik a gouezh en temptadur, er pech hag e kalz a c’hoantoù diskiant ha fall a stlap an dud er revin hag er gollidigezh.


Rak an dud en em garo o-unan, a garo an arc’hant, a vo fougeüs, otus, mallozherien, disent ouzh o zadoù hag o mammoù, dizanaoudek, disantel,


rak Demaz en deus dilezet ac’hanon o vezañ karet ar c’hantved-mañ hag a zo aet da Desalonike, Kreseñs a zo aet e Galatia, Tit e Dalmatia.


Ret eo serriñ o genoù dezho. Diskar a reont tiegezhioù a-bezh, en ur gelenn evit ur gounid mezhus ar pezh na zere ket.


Breudeur, mar pella unan bennak ac’hanoc’h diouzh ar wirionez ha mar deu unan all d’e zegas enni,


Gwelet em eus er preizh ur vantell gaer a Shinear, daou c'hant sikl arc'hant, hag un dolzenn aour a hanter-kant sikl a bouez. O droukc'hoantaet em eus hag o c'hemeret, ha setu, an traoù-se a zo kuzhet en douar e-kreiz va zeltenn, hag emañ an arc'hant dindan.


Gwalleur dezho! Rak heuliet o deus hent Kain, en em daolet int e diheñchadur Balaam, karantez ar gounid, kollet int en enebiezh Kore.


kinamom, louzoù-frondus, c’hwezhioù-mat, ezañs, gwin, eoul, flour bleud, ed, chatal, deñved, kezeg, kirri, korfoù hag eneoù tud.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos