Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Timote 5:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Ma n’en deus ket unan bennak preder ouzh e re, ha dreist-holl ouzh re e diegezh, nac’het en deus ar feiz hag eo gwashoc’h eget un den difeiz.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

8 Mar d’euz unan‐benag ha na zeu ket da bourvei d’he dud, ha dreistholl d’ar re euz he di he‐unan, hennes hen deuz nac’het ar feiz, hag a zo gwassoc’h eged eur paian.

Ver Capítulo Copiar




1 Timote 5:8
19 Referencias Cruzadas  

Rak ar pezh az poa a-raok din a oa nebeut a dra, met abaoe e oa gwall gresket hag an AOTROU en deus da venniget war va roudoù. Ha bremañ, pegoulz e labourin ivez evit va zi?


rann da vara gant an naoneg, degemer ez ti an ezhommeien o kantreal, gwisk an den a welez en noazh, n'en em guzh ket ouzh da nesañ.


Ma ne selaou ket anezho, lavar d’an Iliz, ha ma ne selaou ket kennebeut an Iliz, ra vo evidout evel ur pagan hag ur publikan.


Mar gouzoc’h eta, ha c’hwi fall, reiñ traoù mat d’ho pugale, pegement muioc’h ho Tad a zo en neñv a roio traoù mat d’ar re o goulenn digantañ.


Ma ne vijen ket deuet ha ma ne’m bije ket komzet outo, n’o dije ket a bec’hed. Met bremañ n’o deus ket a zigarez evit o fec’hed.


Met ur breur en deus ur prosez gant ur breur all, ha kement-se dirak ar re zifeiz!


Setu, evit an trede gwech on prest da vont d’ho kavout ha ne viot ket bec’hiet ganin, rak n’eo ket ho madoù a glaskan, c’hwi hoc’h-unan eo. Evit gwir, n’eo ket ar vugale a dle dastum evit an tadoù, met an tadoù evit ar vugale.


Peseurt unvaniezh a zo etre Krist ha Belial? Peseurt lod en deus un den a feiz gant an hini difeiz?


Dre-se, e-pad ma hon eus al lec’h, greomp ar mad e-keñver an holl ha dreist-holl e-keñver ar re a zo eus tiegezh ar feiz.


mar gouzañvomp gantañ, e renimp ivez gantañ; mar nac’homp anezhañ, e nac’ho ivez ac’hanomp;


o devo an diavaez a zoujañs-Doue met o devo dinac’het ar pezh a ra he nerzh. En em bella diouzh an dud-se.


Disklêriañ a reont anavezout Doue, met e zinac’h a reont dre o oberoù, o vezañ euzhus, disent, didalvez e-keñver pep ober mat.


Bez’ ez eus bet fals-profeded e-touez ar bobl, bez’ e vo ivez en ho touez fals-doktored a zegaso e kuzh sektennoù fall hag, o nac’hañ ar Mestr en deus o frenet, e tennint a-daol ar gollidigezh warno o-unan.


Rak en em silet ez eus en ho touez hiniennoù a zo skrivet abaoe pell ’zo o c’hondaonidigezh, tud na zouj ket Doue, a dro gras hon Doue e dirollerezh, hag a zinac’h Doue ar Mestr hepken ha Jezuz-Krist hon Aotrou.


Anavezout a ran da oberoù, e pelec’h e chomez, e-lec’h ma emañ tron Satan. Hag e talc’hez va anv ha ne’c’h eus ket nac’het va feiz, zoken en deizioù ma’z eo bet lakaet d’ar marv Antipaz, va merzher feal, en ho touez, e-lec’h ma chom Satan.


Anavezout a ran da oberoù. Setu, digoret em eus un nor dirazout ha den ne c’hell he serriñ, dre ma ec’h eus bet nebeut a nerzh, ma ec’h eus miret va ger ha ma ne’c’h eus ket nac’het va anv.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos