Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Timote 5:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Enor an intañvezed a zo gwir intañvezed.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

3 Rent henor d’an intanvezed pere a zo gwir intanvezed.

Ver Capítulo Copiar




1 Timote 5:3
28 Referencias Cruzadas  

Bennozh an hini a yae da vervel a gouezhe warnon, hag e leunien a levenez kalon an intañvezed.


Mar em eus tremenet hep reiñ d'ar beorien o goulenn, mar em eus lezet daoulagad an intañvez da langisañ,


An AOTROU a ziwall an diavaezidi, derc'hel a ra an emzivad hag an intañvez, met diskar a ra hent ar re zrouk.


Kanit da Zoue, meulit e anv, kempennit hent an hini a zeu er plaenennoù! An AOTROU eo e anv, laouenait dirazañ!


Lazhañ a reont intañvez ha diavaeziad, hag e lakaont ar vinored d'ar marv.


Enor da dad ha da vamm evit ma vo hiraet da zeizioù war an douar a ro dit an AOTROU da Zoue.


Lez da emzivaded, me a lakaio anezho da vevañ, ha ra fizio da intañvezed ennon!


n’eo ket dalc’het da enoriñ e dad pe e vamm. C’hwi a gas da netra gourc’hemenn Doue gant hoc’h hengoun.


Gwalleur deoc’h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma serrit rouantelezh an neñvoù ouzh an dud, n’oc’h ket hoc’h-unan aet e-barzh, hag hoc’h eus c’hoazh harzet da vont e-barzh ar re a garje bezañ aet.


Chomet e oa intañvez, hag e oa oadet a bevar bloaz ha pevar ugent pe war-dro. N’ae ket er-maez eus an templ, o servijañ Doue noz-deiz er yunoù hag er pedennoù.


Evel ma tostaas ouzh dor kêr, setu, e touged d’an douar un den marv, mab nemetañ e vamm a oa intañvez. Un niver bras a dud eus kêr a oa ganti.


Jezuz, o welout Natanael o tont d’e gavout, a lavaras diwar e benn: Setu ur gwir Israelad ha n’eus troidell ebet ennañ.


En deizioù-se, evel ma kreske niver an diskibien, e savas ur grozmol eus ar C’hresianegerien a-enep an Hebreed, abalamour ma oa o intañvezed lezet a-gostez er servij pemdeziek.


Pêr a savas hag a yeas ganto. Pa voe erruet, e tegasjont anezhañ d’ar gambr uhel. An holl intañvezed a dostaas outañ en ur ouelañ hag a ziskouezas dezhañ ar saeoù hag ar mantilli a rae Dorkas pa oa ganto.


Eñ, o reiñ dezhi e zorn, he savas. O vezañ galvet ar sent hag an intañvezed, e tiskouezas anezhi bev dezho.


a ro e wir d’an emzivad ha d'an intañvez, a gar an diavaeziad hag a ro dezhañ boued ha dilhad.


Dont a raio al Leviad, n'en deus na lodenn na hêrezh ganit, an diavaeziad, an emzivad hag an intañvez a vo e-barzh da zorojoù, hag e tebrint hag o devo o gwalc'h, evit ma vennigo ac'hanout an AOTROU da Zoue e kement labour a ri gant da zaouarn.


Hag e laouenai dirak an AOTROU da Zoue, te, da vab, da verc'h, da servijer, da vatezh hag al Leviad a vo e-barzh da zorojoù, an diavaeziad, an emzivad hag an intañvez a vo ez touez, el lec'h en devo dibabet an AOTROU da Zoue evit lakaat e anv da chom ennañ.


Hag e laouenai oc'h ober ar gouel, te, da vab, da verc'h, da servijer, da vatezh, al Leviad, an diavaeziad, an emzivad hag an intañvez a vo e-barzh da zorojoù.


Milliget ra vo an hini a gemm barnedigezh un diavaeziad, un emzivad, un intañvez! Hag an holl bobl a lavaro: Amen!


N’hon eus ket klasket ar gloar a zeu eus an dud, nag en ho touez nag e-touez reoù all ebet, petra bennak ma c’hellemp pouezañ warnoc’h gant galloud evel ebestel Krist,


ar gwragez oadet evel mammoù, ar re yaouank evel c’hoarezed, e pep purentez.


Ar relijion glan ha dinamm dirak Doue hon Tad, eo gweladenniñ an emzivaded hag an intañvezed en o glac’har, hag en em virout diouzh saotroù ar bed.


Enorit an holl dud, karit an holl vreudeur, doujit Doue, enorit ar roue.


En hevelep doare, ezhec’h, en em renit gant furnez e-keñver ho kwragez evel e-keñver krouadurioù gwanoc’h, roit enor dezho peogwir en devo ivez ganeoc’h gras ar vuhez da hêrezh, hag evit na vo ennoc’h harz ebet ouzh ho pedennoù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos