Rak an ozhac’h difeiz a zo santelaet gant ar wreg hag ar wreg difeiz a zo santelaet gant an ozhac’h, anez da-se ho pugale a vije dic’hlan, e-lec’h bremañ ez int santel.
o tifenn dimeziñ hag o c’hourc’hemenn tremen hep boued krouet gant Doue evit bezañ kemeret en ur drugarekaat gant an dud feal hag ar re o deus anavezet ar wirionez.
Pep tra a zo glan evit an hini a zo glan, met n’eus netra glan evit ar re zic’hlan hag evit ar re zifeiz, er c’hontrol, o skiant hag o c’houstiañs a zo huduraet.