Ar c'heginer a gemeras ar skoaz gant ar pezh a oa warni, hag he lakaas dirak Saül. Samuel a lavaras: Setu amañ ar pezh a zo bet miret. Laka-eñ dirazout ha debr, rak miret eo bet dit a-benn an eur-mañ, abaoe ma em boa lavaret pediñ ar bobl. Ha Saül a zebras gant Samuel en deiz-se.