hag e troe an harz eus Baala d'ar c'huzh-heol war-zu menez Seir, hag e tremene en hanternoz menez Jearim, a zo Kesalon, hag e tiskenne da Vet-Shemesh, hag e tremene dre Dimna,
Neuze ar buoc'hed a yeas eeun gant hent Bet-Shemesh, hag en em zalc'hjont atav war an hevelep hent, o kerzhout hag o vlejal, hep distreiñ nag a-zehou nag a-gleiz. Priñsed ar Filistined a yeas war o lerc'h betek harz Bet-Shemesh.
Ar c'harr a zeuas e park Jozue eus Bet-Shemesh, hag a arsavas eno. Hag eno e oa ur maen bras, hag e voe faoutet koad ar c'harr, ha kinniget ar buoc'hed evel loskaberzh d'an AOTROU .