Goude-se e c'houlennas David kuzul digant an AOTROU o lavarout: Ha pignat a rin da unan eus kêrioù Juda? An AOTROU a respontas dezhañ: Pign! David a lavaras: Da belec'h e pignin? Hag e respontas: Da Hebron.
Pignat a rejont dre ar c'hreisteiz hag e teujont betek Hebron, e-lec'h ma oa Ahiman, Sheshai ha Talmai, mibien Anak. Hebron a oa bet savet seizh vloaz a-raok Zoan en Ejipt.