Reoù eus Manase ivez a yeas da Zavid, pa zeuas gant ar Filistined d'ober brezel a-enep Saül mab Kish. Met ne sikourjont ket anezho, rak priñsed ar Filistined, goude bezañ en em guzuliet, en kasas kuit en ur lavarout: Tremen a raio d'e aotrou Saül, war-var hor pennoù.
adalek ar Shihor a red a-dal d'an Ejipt betek harz Ekron war-zu an hanternoz, kontet evel Kananeat ez eus pemp penn-bras ar Filistined: hini Gaza, hini Asdod, hini Askalon, hini Gath hag hini Ekron; an Aviz
Hag e lavarjont: Peseurt aberzh a gablusted a raimp? Hag e respontjont: Hervez niver priñsed ar Filistined, pemp gwazrudez aour ha pemp logodenn aour, rak un hevelep gouli a zo bet warnoc'h holl ha war ho priñsed.