1 Samuel 28:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned16 Samuel a lavaras: Perak e c'houlennez kuzul diganin, pa'z eo en em dennet an AOTROU diganit, hag eo deuet da enebour? Ver Capítulo |
Samuel a lavaras da Saül: Perak ec'h eus va zrubuilhet, ouzh va lakaat da bignat? Saül a respontas: Nec'het bras on, rak ar Filistined a ra brezel ouzhin, ha Doue a zo aet diganin ha n'en deus ket respontet din, na dre ar brofeded na dre an huñvreoù. Da c'halvet em eus, evit ma roi din da c'houzout ar pezh am eus d'ober.