Met antronoz, setu e oa Lea. Jakob a lavaras da Laban: Petra ac'h eus graet din? Ha n'eo ket evit Rachel em eus servijet ac'hanout? Perak ec'h eus touellet ac'hanon?
An AOTROU a lavaras da Akija: Setu, emañ gwreg Jeroboam o tont evit goulenn kuzul diganit diwar-benn he mab a zo klañv. Komz a ri outi evel-henn hag evel-se. Pa zeuio houmañ, e raio van da vezañ unan all.
Samuel a oa marv, hag holl Israel en doa gouelet dezhañ, hag e oa bet sebeliet e Rama, e di. Saül en doa lamet ar c'houlennataerien speredoù hag ar sorserien eus ar vro.