1 Samuel 28:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
1 En deizioù-se e tastumas ar Filistined o armeoù d'ober brezel a-enep Israel. Akish a lavaras da Zavid: Gouzout a rez a-dra-sur e teui ganin d'ar c'hamp, te ha da dud.
Hag ar Filistined en em zastumas evit ober brezel da Israel, gant tregont mil karr ha c'hwec'h mil marc'heger, hag ur bobl niverus evel an traezh a zo war vord ar mor. Pignat a rejont hag e kampjont e Mikmash, ouzh sav-heol Bet-Aven.
Pa glevas ar Filistined e oa dastumet mibien Israel e Mizpa, priñsed ar Filistined a bignas a-enep Israel. Ha pa glevas mibien Israel kement-mañ, o doe aon dirak ar Filistined.