Kement-se a voe lavaret da Jotam, a yeas hag en em zalc'has war-lein Menez Gerizim. Hag e savas e vouezh hag e krias o lavarout: Selaouit ac'hanon, pennoù Sichem, evit ma selaouo Doue ac'hanoc'h!
Goude-se David a savas hag a yeas er-maez eus ar c'hev, hag e krias war-lerc'h Saül o lavarout: Va aotrou ha va roue! Saül a sellas en a-dreñv: David a gouezhas, e zremm d'an douar, hag a stouas.
David eta a gemeras ar goaf hag ar pod dour a oa e-kichen penn Saül, hag ez ejont kuit. Den n'o gwelas, nag a sellas outo, nag a zihunas, rak holl e kouskent, dre m'en doa an AOTROU lakaet ur c'housk pounner da gouezhañ warno.