he defe an testeni eus hec’h oberoù mat, an hini da vezañ savet he bugale, da vezañ degemeret an estrenien, gwalc’het o zreid d’ar sent, sikouret ar re c’hlac’haret, en em roet da beb seurt oberennoù mat.
Neuze e kouezhas war he dremm, e stouas d'an douar hag e lavaras: Penaos em eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, ma taolez evezh ouzhin-me, un estrañjourez?
Hi a lavaras: Va aotrou, kavet em eus trugarez dirak da zaoulagad, rak frealzet ec'h eus ac'hanon, ha komzet ec'h eus hervez kalon da servijerez, petra bennak ma n'on ket evel unan eus da servijerezed.