1 Samuel 25:34 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned34 Met a-dra-sur eo bev an AOTROU Doue Israel, en deus harzet ouzhin d'ober droug dit! Ma ne vijes ket deuet buan a-raok din, ne vije manet da Nabal un den zoken, ac'hann da veure. Ver Capítulo |
Pa glevas David e oa marv Nabal, e lavaras: Benniget ra vo an AOTROU en deus difennet va gwir en dismegañs am eus graet dorn Nabal, hag en deus harzet ouzh e servijer d'ober droug. Met an AOTROU en deus lakaet droug Nabal da gouezhañ war e benn. Ha David a gasas da gomz da Abigail, evit he c'hemer da wreg dezhañ.