Met ne brize ket lakaat e dorn war Vardoke e-unan, rak diskuliet e oa bet dezhañ pobl Mardoke. Hag Haman a glaskas distrujañ an holl Yuzevien a oa dre-holl e rouantelezh Asueruz, dre ma oant pobl Mardoke.
Hag e lakaas da lazhañ gant barvenn ar c'hleze e Nob, kêr an aberzhourien, ar wazed, ar maouezed, ar vugale, ar re a zene, an ejened, an ezen, hag an deñved.
Hag-eñ e troukroio pennoù Keila ac'hanon etre e zaouarn? Hag-eñ e tiskenno Saül evel m'en deus klevet da servijer? AOTROU Doue Israel, lavar-se da'z servijer, me az ped. An AOTROU a respontas: Diskenn a raio.