Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 22:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

17 Neuze ar roue a lavaras d'an archerien en em zalc'he dirazañ: Distroit ha lakait d'ar marv aberzhourien an AOTROU , dre m'o deus prestet o dorn da Zavid, pa ouient e tec'he ha n'o deus ket e lavaret din. Met servijerien ar roue ne fellas ket dezho astenn o dorn evit en em deurel war aberzhourien an AOTROU .

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 22:17
15 Referencias Cruzadas  

Goude-se Absalom a bourvezas kirri ha kezeg; hag en doa hanter-kant den a rede a-raok dezhañ.


Adonija mab Hagid en em uhelaas o lavarout: Me a reno! Hag e pourvezas kirri, marc'hegerien hag hanter-kant den a rede a-raok dezhañ.


Ar roue Roboam a reas skoedoù arem en o lec'h, hag e lakaas anezho etre daouarn pennoù ar rederien a ziwalle dor ti ar roue.


rak pa zistrujas Jezabel profeded an AOTROU, Abdia a gemeras kant profed hag o c'huzhas, hanter-kant en ur c'hev hag hanter-kant en unan all, hag o magas gant bara ha dour.


Pa voe echuet da ginnig al loskaberzh, Jehu a lavaras d'ar warded ha d'an ofiserien: Kit-tre ha skoit! Ra ned aio den er-maez! Lazhañ a rejont eta anezho gant barvenn ar c'hleze. Hag ar warded hag an ofiserien o zaolas eno, hag ez ejont betek kêr ti Baal.


Met an amiegezed a zoujas Doue ha ne rejont ket ar pezh en doa lavaret roue an Ejipt dezho, hag e lezjont ar baotred da vevañ.


Met Pêr ha Yann a respontas dezho: Barnit hag eo reizh dirak Doue sentiñ ouzhoc’h kentoc’h eget ouzh Doue,


Met ar bobl a lavaras da Saül: Hag e varvfe Jonatan, eñ hag en deus roet un dieubidigezh ken bras da Israel? Ne c'hell ket bezañ! An AOTROU a zo bev! Ne gouezho d'an douar blevenn ebet eus e benn, rak gant Doue eo en deus graet-se hiziv. Ar bobl a zieubas Jonatan ha ne varvas ket.


Setu e teu an deizioù ma troc'hin da vrec'h ha brec'h ti da dad, en doare ma ne vo den kozh ebet ez ti.


Saül a stlapas e c'hoaf outañ evit skeiñ warnañ. Neuze e ouezas Jonatan e felle d'e dad lakaat David d'ar marv.


Neuze Saül a lavaras dezhañ: Perak hoc'h eus iriennet a-enep din, te ha mab Jese, pa ec'h eus roet dezhañ bara hag ur c'hleze ha goulennet kuzul digant Doue evitañ, evit ma savfe a-enep din ha ma stegnfe pechoù din evel ma ra hiziv.


Ar roue a lavaras: A-dra-sur e varvi, Akimelek, te hag holl diegezh da dad!


Bremañ gra da vennozh, hag anavez ar pezh ac'h eus d'ober, rak divizet eo an distruj a-enep hor mestr hag a-enep e holl di. Met ken drouk eo, ken na greder den komz outañ.


Hag e lavaras: Setu amañ petra a raio deoc'h ar roue a reno warnoc'h. Kemer a raio ho mibien, hag o lakaio war e girri hag e-touez e varc'hegerien da redek dirak e garr,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos