Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 22:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 Daoust hag em eus kroget hiziv da c'houlenn kuzul digant Doue evitañ? Pell diouzhin! Ra ne lakaio ar roue netra war da servijer na war holl di va zad, rak ne ouie da servijer tra ebet a gement-se, na bihan na bras.

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 22:15
10 Referencias Cruzadas  

Gant Absalom e oa aet daou c'hant den eus Jeruzalem, en doa pedet. Aet e oant gant onestiz, hep gouzout netra.


Ur vag a dremenas ivez evit dougen tiegezh ar roue hag evit ober evel ma plijfe dezhañ. Neuze Shimei mab Gera en em daolas d'an douar dirak ar roue, evel ma tremene ar Jordan.


Lavarout a reas d'ar roue: Ra chomo va aotrou hep tamall va direizhder din, hag hep kaout soñj eus ar pezh en deus graet da servijer gant drougiezh, en deiz ma'z ae kuit ar roue va aotrou eus Jeruzalem, ra chomo ar roue hep kemer-se en e galon.


David a c'houlennatas an AOTROU o lavarout: Ha pignat a rin a-enep ar Filistined, hag o lakaat a ri etre va daouarn? Hag an AOTROU a lavaras da Zavid: Pign, a-dra-sur e lakain ar Filistined etre da zaouarn.


David a c'houlennatas an AOTROU, hag an AOTROU a lavaras: Ne bigni ket, kae a-dreñv dezho, hag ec'h errui warno a-dal d'ar mouarennoù


Rak ar pezh a ra hor gloar eo en testeni-mañ eus hor c’houstiañs penaos omp en em renet er bed, ha dreist-holl en ho keñver, gant eeunder ha gwirionded dirak Doue, nann gant ur furnez kigel, met gant gras Doue.


Ar roue a lavaras: A-dra-sur e varvi, Akimelek, te hag holl diegezh da dad!


Abigail a zistroas da gavout Nabal, ha setu e rae ur fest en e di, evel fest ur roue. Kalon Nabal a oa laouen ennañ, hag e oa mezv-kenañ. Hi ne lavaras dezhañ an disterañ tra betek an deiz warlerc'h.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos