David a lavaras d'an aberzhour Akimelek: Ar roue en deus urzhiet din un dra, hag en deus lavaret din: Ra ne ouezo den netra eus an dra-mañ, am eus da gaset eviti, nag eus an urzh am eus roet dit. Ha roet em eus un emgav da'm zud e lec'h-mañ-lec'h.
An aberzhour a respontas da Zavid o lavarout: Ne'm eus ket bara boutin dindan va dorn, bez' em eus bara santel; met da dud, daoust hag en em viret o deus da vihanañ diouzh merc'hed?