15 Hag e vank tud diskiant amañ, ma hoc'h eus degaset hemañ din evit ober ar sod dirazon? Ha dont a raio an den-se em zi?
Ar re vras o deus va heskinet hep abeg, met va c'halon n'he deus ket aon, nemet rak da gomzoù.
Akish a lavaras d'e servijerien: Ha gwelout a rit ez eo diskiant an den-se? Perak hoc'h eus e zegaset din?
Mont a reas David ac'hane, hag e tec'has da gev Adullam. E vreudeur hag holl diegezh e dad a ouezas kement-se, hag e tiskennjont d'e gavout eno.