Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 20:41 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

41 Ar paotr a yeas kuit. David a savas ouzh tu ar c'hreisteiz hag en em daolas, e zremm d'an douar, hag e stouas teir gwech. Goude e pokjont an eil d'egile hag e oueljont o-daou, ha zoken David a ouelas gwall galz.

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 20:41
20 Referencias Cruzadas  

Jakob a bokas da Rachel hag, o sevel e vouezh, en em lakaas da ouelañ.


Kerkent ha ma klevas Laban komz diwar-benn Jakob mab e c'hoar, e redas d'e gavout, e vriataas anezhañ, e pokas dezhañ hag e lakaas anezhañ da zont en e di. Jakob a lavaras da Laban an holl draoù-se.


Ezaü a redas a-raok dezhañ hag a vriatas anezhañ, en em daolas d'e c'houzoug hag a bokas dezhañ, hag e oueljont.


Jozef a oa mestr er vro. Eñ eo a werzhe gwinizh da holl bobl ar vro. Breudeur Jozef a zeuas eta hag a stouas dirazañ, an dremm d'an douar.


Lavarout a rejont: Da servijer, hon tad, a zo yac'h, bev eo c'hoazh. Hag e plegjont hag e stoujont.


Pokat a reas d'e holl vreudeur en ur ouelañ. Goude kement-se, e vreudeur a gomzas gantañ.


D'an trede deiz, setu un den a zeuas eus kamp Saül, gant e zilhad roget ha douar war e benn. O vezañ deuet da gavout David, e kouezhas d'an douar hag e stouas.


Jonatan va breur, er glac'har on abalamour dit. Ober a raes va flijadur, burzhudus e oa da garantez evidon, brasoc'h eget karantez ar merc'hed.


Maouez Tekoa a gomzas eta ouzh ar roue, hag a gouezhas, he dremm d'an douar, a stouas, hag a lavaras: O roue, ro din sikour!


An holl bobl a dremenas ar Jordan, hag ar roue ivez a dremenas. Goude ar roue a bokas da Varzilhai hag en bennigas, hag e tistroas d'e di.


Pa voe deuet Mefiboshed mab Jonatan, mab Saül, da gavout David, e kouezhas war e zremm, hag e stouas. David a lavaras: Mefiboshed! Hag e respontas: Da servijer!


Bat-Sheba a stouas hag a zaoublegas dirak ar roue, hag ar roue a lavaras dezhi: Petra ac'h eus?


Kemennet e voe kement-se d'ar roue o lavarout: Setu ar profed Natan. Hag e teuas dirak ar roue, hag e stouas dirak ar roue, e zremm d'an douar.


Ha Bat-Sheba a stouas, he dremm d'an douar, hag a zaoublegas dirak ar roue, en ur lavarout: Ra vevo da viken ar roue David va aotrou!


An holl a ouelas druz hag, oc’h en em deurel ouzh gouzoug Paol, e pokjont dezhañ,


Samuel a gemeras ur vured eoul, a skuilhas war benn Saül, hag e pokas dezhañ, hag e lavaras: An AOTROU , ha n'en deus ket da olevet evit bezañ rener war e hêrezh?


Neuze Jonatan a reas emglev gant David, dre ma kare anezhañ evel e ene.


Jonatan a roas e armoù d'ar paotr a oa gantañ hag a lavaras dezhañ: Kae, kas-int da gêr.


David a lavaras da Saül: Perak e selaouez komzoù an dud a lavar: Setu, David a glask da goll?


Pa welas Abigail eta David, e hastas diskenn diwar hec'h azen d'en em deurel war he dremm dirak David, hag e stouas d'an douar.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos