39 Met ar paotr ne ouie netra, nemet David ha Jonatan a anaveze an afer.
Hag e krias Jonatan war-lerc'h ar paotr: Hast buan, na chom ket a-sav! Hag a paotr a zastumas buan ar bir, hag e teuas da gavout e vestr.
Jonatan a roas e armoù d'ar paotr a oa gantañ hag a lavaras dezhañ: Kae, kas-int da gêr.