Met an deiz war-lerc'h al loar nevez, an eil deiz, lec'h David a oa c'hoazh goullo, hag e lavaras Saül da Jonatan e vab: Perak n'eo ket deuet mab Jese da zebriñ, na dec'h na hiziv?
ha lavaret en deus: Mar plij, va lez da vont, rak bez' ez eus un aberzh-tiegezh e kêr, ha gourc'hemennet en deus din va breur en em gavout eno; bremañ eta, mar em eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, ez in da welout va breudeur. En abeg da-se eo n'eo ket deuet ouzh taol ar roue.
Mar goulenn da dad diwar va fenn, e responti: David en deus goulennet ouzhin mont en hast da Vetlehem e gêr, dre ma ra e holl diegezh un aberzh-bloaz eno.