Kement a gerzh war e dreid a-douez an holl loened a gerzh war bevar droad, a vo dic’hlan evidoc’h; an hini a stoko ouzh o c’horfoù marv a vo dic’hlan betek an noz,
an hini a zebro eus e gorf marv a ganno e zilhad hag a vo dic’hlan betek an noz, hag an hini a zougo e gorf marv a ganno e zilhad hag a vo dic’hlan betek an noz.
Piv bennak a stoko er parkeier ouzh un den lazhet gant ar c'hleze, pe ouzh ar c'horf eus un den, pe ouzh un askorn den, pe ouzh ur bez, a vo dic'hlan e-pad seizh devezh.
Hag e respontas: Evit ho mad. Deuet on da aberzhiñ d'an AOTROU . En em santelait, ha deuit ganin d'an aberzh. Hag e reas da Jese ha d'e vibien en em santelaat, hag o fedas d'an aberzh.
Met an deiz war-lerc'h al loar nevez, an eil deiz, lec'h David a oa c'hoazh goullo, hag e lavaras Saül da Jonatan e vab: Perak n'eo ket deuet mab Jese da zebriñ, na dec'h na hiziv?