Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 20:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

23 Ha diwar-benn ar ger omp en em roet te ha me, setu, an AOTROU a zo test etre te ha me, da viken.

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 20:23
7 Referencias Cruzadas  

Neuze Sarai a lavaras da Abram: An dismegañs a zo graet din a gouezh warnout. Lakaet em eus va matezh ez pruched, ha pa he deus gwelet he doa koñsevet, e tisprizas ac'hanon. Ra varno an AOTROU etre me ha te!


hag ivez Mizpa, dre ma lavaras Laban: Ra eveshaio an AOTROU etrezon-me ha te pa vimp en em dennet an eil digant egile.


Mar gwallgasez va merc'hed ha mar kemerez gwragez all nemet va merc'hed, setu, n'eus den ganeomp met Doue a vo test etrezon-me ha te!


Ra varno etrezomp Doue Abraham, Doue Nakor, Doue o zad! Jakob a douas dre an Hini a zouje Izaak e dad.


Mont a reas eta David da guzhat er parkeier. Hag al loar nevez o vezañ deuet, ec'h azezas ar roue evit kemer e bred.


Jonatan a lavaras da Zavid: Kae e peoc'h, hervez ar pezh hon eus touet hon daou en anv an AOTROU o lavarout: An AOTROU a vo etre me ha te, hag etre va lignez ha da lignez, da viken.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos