En deiz-se, an AOTROU a reas un emglev gant Abram, o lavarout: Me a ro ar vro-mañ da'z lignez, adalek stêr an Ejipt betek ar stêr vras, ar stêr Eufratez,
Met ar roue a gemeras daou vab Rizpa merc'h Aya, he doa ganet da Saül, Armoni ha Mefiboshed, ha pemp mab Mikal merc'h Saül, he doa ganet da Adriel mab Barzilhai eus Mehola.
Gedalia mab Ahikam mab Shafan a douas dezho ha d'o zud, o lavarout: N'ho pet ket aon da servijañ ar Galdeiz, chomit er vro ha servijit roue Babilon, hag ez aio mat an traoù ganeoc'h.
Pa ez po graet ur gouestl d'an AOTROU da Zoue, ne zalei ket d'e beurober, rak an AOTROU da Zoue ne vanko ket d'henn goulenn diganit, hag e vo ur peched ennout.
Ma hon eus savet un aoter evit en em zistreiñ diouzh an AOTROU , ha mard eo evit kinnig warni loskaberzhoù ha donezonoù, pe evit profañ aberzhoù a drugarekadennoù, ra c'houlenno kont an AOTROU e-unan,
Jonatan a lavaras da Zavid: Kae e peoc'h, hervez ar pezh hon eus touet hon daou en anv an AOTROU o lavarout: An AOTROU a vo etre me ha te, hag etre va lignez ha da lignez, da viken.
Holl ac'hanoc'h hoc'h eus iriennet em enep, ha den ac'hanoc'h n'en deus lavaret din en deus va mab graet emglev gant mab Jese, ha den ac'hanoc'h n'eo bet poaniet eus va stad ha n'en deus lavaret din en deus va mab savet va servijer em enep, evit stegnañ pechoù din evel ma ra hiziv.
Bremañ va aotrou, an AOTROU a zo bev ha da ene a zo bev! An AOTROU en deus harzet ouzhit da skuilhañ ar gwad ha d'en em veñjiñ gant da zorn da-unan. Ha ra vo da enebourien hag ar re a glask noazout d'an aotrou evel Nabal.