Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 19:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

17 Saül a lavaras da Vikal: Perak ec'h eus va zouellet evel-se, ha lezet va enebour da vont kuit, en doare ma'z eo en em saveteet. Ha Mikal a respontas da Saül: Lavaret en deus din: Va lez da vont; perak ez lazhfen?

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 19:17
10 Referencias Cruzadas  

Servijerien Absalom a zeuas da gavout ar wreg-mañ en ti hag a lavaras dezhi: Pelec'h emañ Akimaaz ha Jonatan? Ar vaouez a respontas: Tremenet o deus ar wazh-dour. O vezañ o c'hlasket hep o c'havout, e tistrojont da Jeruzalem.


Abner a lavaras c'hoazh da Asael: Distro diouzhin; perak e taolfen ac'hanout marv d'an douar? Penaos e kredin mont dirak Joab da vreur?


Akab a lavaras da Elia: Ha va c'havet ec'h eus, va enebour? Hag e respontas: Da gavet em eus, dre ma'z out en em werzhet evit ober ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU.


Neuze Herodez, o welout o doa ar majed graet goap anezhañ, a voe en ur gounnar vras hag a gasas da lazhañ e Betlehem hag en e vro a-bezh an holl vugale a zaou vloaz ha yaouankoc’h, hervez an amzer en doa goulennet gant preder digant ar majed.


Ha deuet on eta da vezañ hoc’h enebour o lavarout deoc’h ar wirionez?


Pa gasas Saül tud da dapout David, hi a lavaras: Klañv eo.


Dont a rejont eta an dud-se, ha setu, an terafim a oa er gwele, hag ur feur-c'havr ouzh ar pennwele.


Neuze ar roue a lavaras d'an archerien en em zalc'he dirazañ: Distroit ha lakait d'ar marv aberzhourien an AOTROU , dre m'o deus prestet o dorn da Zavid, pa ouient e tec'he ha n'o deus ket e lavaret din. Met servijerien ar roue ne fellas ket dezho astenn o dorn evit en em deurel war aberzhourien an AOTROU .


Pa welas ar vaouez Samuel, e laoskas ur griadenn vras. Hag e komzas ar vaouez ouzh Saül o lavarout: Perak ec'h eus va zouellet? Te eo Saül!


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos