Setu, e roin dit reoù eus sinagogenn Satan, en em lavar Yuzevien ha n’int ket met a lavar gevier. Setu, me a lakaio anezho da zont evit ma taoulinint da’z treid ha ma ouezint penaos em eus da garet.
David a savas hag a yeas gant e dud, hag e skojont war daou c'hant den eus ar Filistined. Hag e tegasas o fodoù-mezenn, hag o roas niveret mat d'ar roue, evit ma vefe mab-kaer d'ar roue. Saül a roas dezhañ eta e verc'h Mikal da wreg.
Saül a lavaras da Zavid: Benniget ra vi, va mab David! A-dra-sur e teui a-benn eus pep tra a embregi. Neuze David a gendalc'has gant e hent, ha Saül a zistroas d'e lec'h.