1 Samuel 18:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
23 Servijerien Saül a adlavaras an holl gomzoù-se da Zavid. David a lavaras: Hag aes eo dirak ho taoulagad bezañ mab-kaer d'ar roue? Me a zo un den paour ha dister.
Gwelit pebezh karantez en deus diskouezet an Tad en hor c’heñver, evit ma vefemp galvet bugale Doue! Dre gement-mañ eo n’anavez ket ar bed ac’hanomp: o vezañ n’en deus ket anavezet anezhañ.
Saül a roas an urzh-mañ d'e servijerien: Komzit ouzh David e kuzh, ha lavarit: Setu, ar roue a zo tuet mat ez keñver, hag e holl servijerien az kar, bez eta bremañ mab-kaer d'ar roue.
Saül a respontas o lavarout: Ha n'on ket Benjaminat, eus an disterañ meuriad a zo en Israel, ha va ziegezh, ha n'eo ket an hini bihanañ eus holl diegezhioù meuriad Benjamin? Perak neuze e komzez evel-se din?