Hag e respontas: Mat eo! Ober a rin emglev ganit; un dra hepken a c'houlennan ouzhit: ne weli ket va dremm ken na'z po da gentañ degaset din Mikal merc'h Saül, pa zeui da'm gwelout.
Evel ma teue arc'h an AOTROU e kêr David, Mikal merc'h Saül a sellas dre ar prenestr hag a welas ar roue David o lammat hag o tañsal dirak an AOTROU. Hag e tisprizas anezhañ en he c'halon.
David a zistroas da vennigañ e di. Ha Mikal merc'h Saül a zeuas en arbenn da Zavid hag a lavaras: Pebezh enor hiziv evit roue Israel oc'h en em zizoleiñ dirak daoulagad mitizhien e servijerien, evel ma en em zizolofe divezh un den a netra!