Respont a reas: Va mab ne ziskenno ket ganeoc'h rak e vreur a zo marv, hag hemañ a chom e-unan. Ma c'hoarvezfe gwalleur gantañ en hent emaoc'h o vont, e lakafec'h va blev gwenn da ziskenn gant glac'har e lec'h ar marv.
Perak eta ec'h eus disprizet komz an AOTROU, en ur ober ar pezh a zisplij dezhañ? Skoet ec'h eus gant ar c'hleze Uri an Hitit, kemeret ec'h eus e wreg evit ober anezhi da wreg, e lazhet ec'h eus dre gleze mibien Ammon.
Selaou, douar! Setu ez an da zegas war ar bobl-mañ un droug a vo frouezh o soñj, rak n'o deus ket selaouet ouzh va c'homzoù, ha taolet o deus kuit va lezenn.
Va fobl a zo distrujet dre zianaoudegezh. Pa ec'h eus taolet kuit an anaoudegezh, me az taolo kuit ivez, ha ne vi ken aberzhour dirazon. Pa ec'h eus ankounac'haet lezenn da Zoue, me ivez a ankounac'haio da vibien.
O vezañ e gaset kuit, e savas dezho David evit roue, hag e roas an testeni-mañ dezhañ: Kavet em eus David mab Jese, den hervez va c’halon, hag e peurc’hraio va holl volontez.
Met bremañ da ren ne vo ket padus. An AOTROU en deus klasket dezhañ un den hervez e galon, hag an AOTROU en deus e c'halvet da vezañ rener war e bobl, dre ma ne'c'h eus ket miret ar pezh en doa an AOTROU gourc'hemennet dit.
An disentidigezh a zo evel pec'hed an divinerezh, an aheurterezh a zo evel an direizhder hag an idolerezh. Dre ma ec'h eus taolet kuit komz an AOTROU , eñ ivez en deus da daolet kuit evel roue.
An AOTROU a lavaras da Samuel: Betek pegeit e ri kañv da Saül, pa em eus e daolet kuit evel roue war Israel? Leugn da gorn gant eoul ha kae. Me a gaso ac'hanout da gavout Jese eus Betlehem, rak gwelet em eus unan e vibien evel roue evidon.
Setu perak e lavar an AOTROU Doue Israel: Disklêriet em eus e kerzhje da di ha ti da dad dirazon da viken. Met bremañ e lavar an AOTROU: Pell diouzhin! Rak enoriñ a rin ar re a enor ac'hanon, met ar re am dispriz a vo disprizet.
Dre ma ne'c'h eus ket sentet ouzh mouezh an AOTROU , ha ne'c'h eus ket sevenet tan e gounnar a-enep Amalek, en abeg da gement-se e ra an AOTROU en doare-se ez keñver.