Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 15:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 Samuel a savas mintin mat evit mont da gavout Saül. Hag e voe danevellet da Samuel o lavarout: Deuet eo Saül da Garmel, ha setu, savet en deus eno ur maen-eñvor, ha goude eo distroet, hag o tremen e-biou eo diskennet da Gilgal.

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 15:12
12 Referencias Cruzadas  

Abraham a savas beure-mat, a gemeras bara hag ur sac'h-dour hag o roas da Agar. O lakaat a reas war he skoaz, reiñ a reas dezhi ar bugel hag he c'hasas kuit. Hag ez eas hag e kerzhas e gouelec'h Beer-Sheba.


Absalom en doa graet sevel, pa oa bev, ur peul, a zo e traonienn ar roue, rak lavarout a rae: Ne'm eus mab ebet evit kenderc'hel an eñvor eus va anv, hag ec'h anvas ar peul-se dre e anv, ha betek hiziv e vez anvet maen-eñvor Absalom.


Hezerai eus Karmel, Paarai an Arbiad,


Akab a bignas evit debriñ hag evañ. Met Elia a bignas war-lein Menez Karmel, hag o plegañ d'an douar, e lakaas e zremm etre e zaoulin,


Sevel a reas ivez tourioù er gouelec'h, hag e kleuzias puñsoù niverus, dre m'en doa kalz a loened er blaenenn ha war ar maez, ha labourerien-douar ha gwinierien war ar menezioù ha war ar C'harmel, rak karout a rae al labour-douar.


Maon, Karmel, Zif, Juta,


em eus lavaret: Ar Filistined a ziskenno bremañ a-enep din e Gilgal, ha ne'm eus ket pedet an AOTROU . Ha goude bezañ en em zalc'het, em eus kinniget al loskaberzh.


Ha Samuel a savas hag a bignas eus Gilgal da C'hibea-Benjamin. Saül a niveras ar bobl en em gave gantañ, hag a oa war-dro c'hwec'h kant den.


David a savas eta mintin mat, a lezas an deñved gant ur mêsaer, a gemeras e samm, hag a yeas evel m'en doa gourc'hemennet dezhañ Jese. Erruout a reas er c'hamp, an arme a yae hag en em renke evit an emgann, hag e laoskjont youc'hoù brezel.


E Maon e oa un den o kaout madoù e Karmel. Hag an den-mañ a oa pinvidik-meurbet, tri mil dañvad ha mil gavr a oa dezhañ. Hag e oa e Karmel evit touzañ e zeñved.


Ha Samuel a gemeras ur maen, a lakaas etre Mizpa ha Shen, hag en anvas Eben-Ezer, hag e lavaras: An AOTROU en deus hor sikouret betek amañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos